Ur galv da zoujañ ouzh an noueliged pikous zo bet savet gant Breizh Bev, peogwir ez eus bet merzhet 13 tagadenn diouzh al labous gwarezet-mañ war traezhennoù ar vro er bloaz-mañ. Vioù flastret pe kaouedadoù distrujet. Poent bras eo sioulaat ar jeu eme ar gevredigezh a zoug klemm bep wech.